Statud emrenerezh Katalonia (2006)

Skoed Generalitat Katalonia.

Statud emrenerezh Katalonia (e katalaneg : Estatut d'Autonomia de Catalunya, e kastilhaneg : Estatuto de autonomía de Cataluña) a zo ul lezenn-diazez, e stern Bonreizh Spagn 1978, evit aozañ ensavadurioù Katalonia, termeniñ gwirioù ha deverioù ar vro, he darempred gant ar peurrest eus Spagn ha penaos e vez arc'hantaouet he gouarnamant.

Asantet e oa bet d'al lezenn gant ar Gatalaniz dre ur referendom dalc'het d'an 18 a viz Even 2006 evit erlec'hiañ Statud Sau eus 1979. Diwar atiz Strollad ar Bobl e oa bet barnet e 2010 gant Lez-varn vonreizhel Spagn un toullad melladoù. 14 anezho a zo bet adskrivet ganto hag al lez-varn he deus rediet da lenn 27 anezho en ur mod nemetken. An darvoud-se en deus lakaet ur milion a dud da vanifestiñ e Barcelona dindan al lugan Som una nació. Nosaltres decidim (Ur vroad omp. Divizout a reomp). Gwelet eo an darvoudoù-se evel lañs kentañ al lusk evit an dizalc'hidigezh er bloavezhioù 2010.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy